Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Tan Miz Du 2022 - 23vet bloavezh

          • Bro Montroulez
            21 a viz Here - 30 a viz Du 2022
            50 abadenn ! Na mui na ken !
          •  

            Tan Miz Du 2022 – Roll an abadennoù

             

            Kenstrivadeg fotoioù

            Dodenn : Ar sport o sodiñ e bro Montroulez
            Reolennoù ha lakaat e anv, amañ : https://www.klt.bzh/nevezentio%C3%B9-concours-de-photographie-2022-774-386-0-0.html
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

            Lid-digeriñ Tan Miz Du tre dirak sonerien Bro Montroulez

            Gwener 21 a viz Here da 6e d'abardaez
            Egorenn Imagine e Taole
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez & ti-kêr Taole

             

             

            Gwerzioù session gant Marthe Vassallo - Pred kanet

            Gwener 11 a viz Here da 8e noz – 35 €, gwin e-barzh ar priz

            * Tartare de poire, vieilles racines & graines de sésame ou Mille feuilles sarrasin, morue & cocos de Plestin

            * Piccata de cochon coulis d'étrilles ou Poisson du marché beurre d'algues ou Pastilla sarrasin, pommes & crème de lentins de   

               Saint-Pol

            * Traoù mad, potimarron, chocolat blanc & fève tonka ou Mystère "maison"

            Ostaleri De porc en port e Lokenole
            Mirout e blas dre ret : 02 98 15 20 33
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

            Sonadeg-donedigezh levr Violaine Mayor "La harpe celtique ancienne"



            Gwener 21 a viz Here da 8e noz – Digoust da vont e-barzh
            Sal liesimplij Plouneour-Menez
            Gant ar strollad Gens Cambrina, Violaine Mayor, Jean Herrou, Mikaël Herrou & Ecole de harpe ancienne de Bretagne.
            Aozañ : Hent Telenn Breizh

             

             

            Kaozeadenn vrezhoneg gant Pauline Daniel eus Arvorig FM

            Genidik eus Kemperle eo Pauline Daniel. E skol Diwan e oa krog gant an deskiñ brezhoneg. Studiet he deus al lennegezh e Brest a-raok studial drouized ar Gorsedd evit ur master klaskerezh en hentad tudelez an UBO. E-kichen he studioù e oa o labourat a-youl-vat evit Radio U, ur radio ezel eus ar rouedad Radio Campus France. Sevel a rae abadennoù sonerezh. Evit mont pelloc’h gant ar radio he deus graet ur servij keodedel du-se, a-raok mont da labourat evit RCF Penn ar Bed e-pad pemp bloaz. Ober a rae war-dro an abadennoù e brezhoneg. E karg e oa eus div abadenn sevenadurel evit lakaat war wel sevenadur Penn ar Bed. Labourat a ra abaoe miz Gwengolo e Arvorig FM e Landerne. Kenurzhierez ar radio eo.

            Kenderc’hel a ra da labourat a-youl-vat evit kevredigezhoù 'zo. Ar bloaz-mañ he deus kemeret perzh er Redadeg evit buheziñ al lodenn etre Plouzane hag an Aber Ildut. Warlene e oa bet e bro Kongo evit sevel reportajoù video evit ar gevredigezh Iti Ke Na Zonza. Savet he deus ur video da lakaat war wel al liammoù a zo etre bugale skol Diwan ha bugale Bouansa, ur geriadenn vihan eus Bro Kongo.

            Merc'her 26 a viz Here da 8e30 noz– Digoust da vont e-barzh
            Ostaleri An Tempo e Montroulez
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

            Ar brezhoneg evit ar re null

            Yaou 27 a viz Here da 6e
            Ostaleri Le Ty Coz e Montroulez – 5 € dre zen pe 10 € dre familh
            Lakaat e anv, telefoniñ d'an niverenn-mañ 06 82 77 10 10
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

            Baleadenn lutined Halloween - Evit bugale ambrouget, adal 4 bloaz

            Sadorn 29 a viz Here da 2e15 g.k. – 7 pe 8 €
            Mirout e blas : 02 98 99 66 58 / arree-randos.com
            Skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES

             

             

            Sonadeg telenn geltiek & kan hengounel gant Anne Auffret ha Gwenola Roparz

            Gwenola Roparz

            Sul 30 a viz Here da 4e g.k. – 5 pe 10 €, digoust dindan 18 vloaz
            Iliz Sant-Per e Plouganoù
            Aozañ : Association des Amis de l 'Orgue de Plougasnou

             

             

            Klakenniñ - Emgav etre brezhonegerien ha tud o teskiñ

            Yaou 3 a viz Du da 6e – Digoust
            Ostaleri Le Ty Coz e Montroulez
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez & Le Ty Coz

             

             

            Tan Miz Du war-eeun war France Bleu Breizh Izel  
            Abadenn lusket gant Clément Soubigou

            Gwener 4 a viz Du eus 7e betek 9e noz – Digor d'an holl
            E ti Skol Vreizh e Montroulez
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez & France Bleu Breizh Izel

             

             

            Prezegenn Ifig Troadeg - Poltredoù kanerien ha kanerezed Bro Dreger

            Gwener 4 a viz Du da 9e noz – Digoust da vont e-barzh
            E ti Skol Vreizh e Montroulez
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

            Sonerezh, sur la route d’une Bretagne sonore de 1939 à nos jours

            Diskouezadeg da welet eus ar sadorn 5 betek ar merc'her 30 a viz Du

            Ti an holl e Plistin – Digoust da vont e-barzh
            Aozañ : Dañs Treger

             

             

            Staj brezhoneg - Lusket gant Mark Kerrain
            Evit brezhonegerien, desket ha damzesket

            Sadorn 5 a viz Du eus 9e30 betek 12e30 & eus 2e betek 5e g.k. – 20 €
            E ti Skol Vreizh e Montroulez
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

            Baleadenn lutined Halloween - Evit bugale ambrouget, adal 4 bloaz

            Sadorn 5 a viz Du da 2e15 g.k. – 7 pe 8 €
            Mirout e blas : 02 98 99 66 58 / arree-randos.com
            Skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES

             

             

            Stajoù dañs

            Sadorn 5 a viz Du eus 2e betek 6e – 10 €

            Staj troiad dañs Bro Dreger, evit an holl liveoù
            Sal An Dour Meur e Plistin

            Staj pevarigoù Lokenole, evit an holl liveoù
            Sal ar gouelioù e Lokenole
            Aozañ : Dañs Treger

             

            Staj muzik da zañsal Bro Dreger

            Sadorn 5 a viz Du eus 2e betek 6e – 10 €
            Skolaj ar Penkêr e Plistin
            Lakaat e anv : Ti an holl 02 96 35 06 28 / tianholl@plestinlesgreves.bzh
            Digor-kalon sonerezhel gant perzhidi ar stajoù, Bar de la Mairie adalek 6e30 d'abardaez ! Digour d'an holl !
            Aozañ : Dañs Treger

             

             

            Gwerzioù session gant Annie Ebrel

            Sadorn 5 a viz Du adalek 9e noz
            Ostaleri Le Ty Coz e Montroulez – Diouzh ho c'hoant, da vont e-barzh
            Pred krampouezh ha krampouezh ed-du
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

            Staj dañs Bro Vigoudenn

            Sul 6 a viz Du eus 10e30 betek 4e30 g.k. – 6 €
            Sal dañs Landivizio, 63 Bd de la République
            Lakaat e anv : secretariat.landivisiau@gmail.com
            Aozañ : Dañserien Lann Tivizio

             

             

            Devezh an dañs Treger

            Sul 6 a viz Du eus 11e betek 6e30

            Sal An Dour Meur e Plistin

            Prientiñ ar genstrivadeg dañs eus 9e15 betek 11e45 e sal ar gouelioù
            Lakaat e anv : Kenleur 06 74 45 32 08 / federation22@kenleur.bzh

            Kenstrivadeg muzik Bro Dreger
            * da 11e, tonioù-bale ha tonioù da selaou. Digoust da vont e-barzh
            * da 2e g.k., tonioù da zañsal – 5 €

            Pred kanet da 12e – 6, 12 pe 15 €
            Lakaat e anv : Ti an holl 02 96 35 06 28 / tianholl@plestinlesgreves.bzh

            Bal tregeriek & kenstrivadeg dañsoù Bro Dreger da 2e g.k. – 5 €
            Aozañ : Dañs Treger


             

            Slow session muzik an Iwerzhon
            Sul 6 a viz Du da 6e 30 – Digoust da vont e-barzh
            Ostaleri Le Ty Coz e Montroulez
            Aozañ :  Le Ty Coz

             

             

            Sinema
            Filmoù berr faltazi ha teulfilmoù (istitlet e galleg)
            Gant Morzhol Prod & Glaz Natur Prod
            Kaozeadeg war-lerc'h ar skignañ gant Klet Beyer ha Kaou Langoët

            Ar bloaz-mañ e ped Dañs Treger Morzhol Prod, a bed Glaz Natur Prod ! Brezhoneg (istitlet e galleg), met pas brezhoneg nemetken (!) e-barzh 8 film berr : faltazi, teulfilmoù… Bezit prest, mont a ra un tamm a-dreuz hag a-hed e-pad un eur !

            Lun 7 a viz Du da 8e30 noz – 5 €
            Sinema Le Douron e Plistin
            Aozañ :  Sinema Le Douron & Dañs Treger

             

             

            Stal-labour brezhoneg

            Meurzh 8 a viz Du eus 5e betek 6e30 d'abardaez
            Sal ar Patro e Taole
            Ditouroù : 02 98 67 17 42 ou 02 98 67 14 40

             

             

            Kafe brezhoneg - Kaozeadeg vrezhoneg

            Merc'her 9 a viz Du da 2e30 g.k. – Digoust
            Sal Marie Jacq e Henvig
            Aozañ : Kafe brezhoneg

             

             

            Dominique Jouve, a gont, a ziskont, hag a son treujenn-gaol Kreiz Breizh

            Merc'her 9 a viz Du da 8e30 noz – 5 €
            Sal An Dour Meur e Plistin
            Aozañ : Association pour le don du sang bénévole de Plestin-les-Grèves & Dañs Treger

             

             

            Boeuf Breton en Bémols

            Fañfar muzik Breizh da zañsal Bro Montroulez

            Yaou 10 a viz Du eus 7e betek 9e noz

            E Ti Wanik e Logeginer-Plouziri (Sant-Tegoneg)

            Aozañ : Hej da ru


             

            Stagañ, abadenn gant Kelc'h keltiek Korriged Is
            Lodenn gentañ : Bagad Montroulez

            Yaou 10 a viz Du da 8e30 noz – 7, 13 pe 17 €
            Sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez
            Aozañ : KL.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

            Kaozeal e brezhoneg diwar Saga Arvorika eus Yann-Bêr Kemener

            Tri devezh adalek 9 eur betek 5 eur gant un ehan (etre kreisteiz hag un eur hanter) evit merenn. Degas a raio pep hini he boued/e voued.
            3 gwech 8 eurvezh = 24 eurvezh brezhoneg

            Kaozeadennoù e brezhoneg diwar-benn ar Saga Arvorika bet embannet gant Skol Vreizh sevenet ha renet gant Yann-Bêr Kemener.

            Palioù : Lenn, kompren, komz plaen, dielfennañ, soñjal, eskemmañ soñjoù gant tud all... Live brezhoneg : adalek ar B1.

            D'ar gwener 11 a viz Du :  Saga 1 - Penaos eo marvet Yann Pilhaouaer ? - Kompren ar roman + Labour ar bilhaouaerien ha merc'hed ar friturioù e penn  kentañ an 20vet kantved + temoù all...

            D'ar sadorn 12 a viz Du : Saga 2 - Kevrin al Lagad Du - Kompren ar roman + Ar brezel kentañ hag an diveliourien e penn kentañ ar c'hantved + temoù all...

            D'ar sul 13 a viz Du : Saga 3 - Voulouz ruz ha Satin gwenn - Kompren ar roman + Aferioù gant politikerien er bloavezhioù 1920 + temoù all...

            Pep perzhiadez pe pep perzhiad enskrivet he/en do ur pennad da lenn en a-raok, da zielfenn evit boulc'hañ ar gomz dirak ar berzhidi all. Pennadoù komz a vo gant ar stajidi ha komzet e vo ivez gant skoazell teuliadoù a bep seurt : fotoioù, luc'hskeudennoù, diaporamaoù ha pennadoù diwar internet. Komzet e vo dreist-holl eus ar romantoù, met ivez eus an istor, stumm ar gevredigezh, ar politikerezh...

            Bez e c'hallo ar re a fell dezho chom da gousket war al lec'h e Montroulez ha kavout bod e ti ar re yaouank e-kichen ar Manu - Auberge de Jeunesse, 1 Voie d'Accès au Port, 29600 Morlaix - 02 98 15 10 55, pe e otelioù all.

            Gwener 11, sadorn 12 & sul 13 a viz Du eus 9e betek 5e g.k. – Digoust
            E ti Skol Vreizh e Montroulez
            Ditouroù ha lakaat e anv : yannber.kemener@wanadoo.fr / 06 64 96 45 50
            Aozañ : Skol Vreizh

             

             

            Trouz ba’n delioù ! / Du bruit dans les feuilles ! Abadenn gant Erwan Hemeury

            Sadorn 12 a viz Du da 6e – 3, 4 pe 5 €
            E Ti an holl e Plistin
            Aozañ : Office culturel municipal de Plestin & Dañs Treger

             

             

            Saloñs al levrioù : stal-labour, kaozeadennoù-breudoù, diskouezadeg

            Sul 13 a viz Du eus 10e da 6e – Digoust da vont e-barzh
            E sal An Dour Meur e Plistin
            Aozañ : Dañs Treger

             

             

            Beilhadeg kanet

            Meurzh 15 a viz Du da 6e30 – Digoust, Gratuit, ostaleri e-giz Bro-Spagn
            l’Arbre à pommes e Kommanna
            Ditouroù : 06 60 56 78 07, arbre.pommes@gmail.com
            Aozañ : Dañserien Lann Tivizio & Awenn Plougoulm

             

             

            Donvor gant Teatr Piba, kenlabour gant an Ifremer. Abadenn e brezhoneg pe e galleg (diouzh choaz an arvester)

            Merc'her 16 a viz Du da 10e ha da 8e noz – 6, 12, 17 pe 20 €
            Er SEW er Manu e Montroulez
            Aozañ : Théâtre du Pays de Morlaix

             

             

            Stal-labour komz ha lenn e brezhoneg

            Yaou 17 a viz Du da 2e g.k. – Digoust
            Sal Eric Tabarly e Plouigno
            Ditouroù : 06 84 24 92 05

             

             

            Sinema
            Dañsal dindan ar glav – Danser sous la pluie. Teulfilm diwar krign-bev ar vronn, istitlet e galleg

            Yaou 17 a viz Du da 8e30 noz – 6 €
            Kaozeadeg gant Goulwena an Henaff goude ar skignañ
            Sinema La Salamandre e Montroulez
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez & cinéma La Salamandre

             

             

            Gwerzioù session gant Ifig et Nanda Troadeg - Pred kanet, kig-ha-farz

            Gwener 18 a viz Du da 8e noz – 35 €
            Ostaleri Le Puits de Jeanne e Plegad-Moezan
            Mirout e blas dre ret : 06 32 15 93 46
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

            Brezhoneg er skolioù...hag er gêr ! Staj evit tud ar vugale

            Sadorn 19 ha sadorn 26 a viz Du eus 9e30 betek 12e30 – 10 € an abadenn
            Skol ar Boan Benn e Montroulez
            Aozañ : Div yezh Montroulez & K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez
             

             

            Staj kan-ha-diskan gant Annie Ebrel ha Yannick Dabo

            Sadorn 19 a viz Du eus 9e30 betek 12e30 hag eus 2e betek 5e g.k. – 40 €
            E ti Skol Vreizh e Montroulez
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

            Staj telenn geltiek - Dodenn : muzik Breizh, ar gwerz e meur a vod. Lusket gant Violaine Mayor.

            Sadorn 19 a viz Du eus 2e betek 6e – 30, 40 pe 50 €
            Sal liesimplij Plouneour-Menez
            Aozañ : Hent Telenn Breizh – 02 98 78 93 25

             

             

            Baleadenn dindan al loar - Tud deuet ha yaouank adal 10 vloaz

            Sadorn 19 a viz Du da 7e45 noz – 8 pe 11 €
            Mirout e blas : 02 98 99 66 58 / arree-randos.com
            Skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES

             

             

            Foar ar c'hoarielloù

            Sul 20 a viz Du eus 9e betek 5e g.k. – Digoust da vont e-barzh
            Sal sokiosevenadurel Plouyann e Montroulez
            Aozañ : Skoazell Skol Diwan Montroulez – 06 46 03 10 11

             

             

            Baleadennoù al leinoù - Tud deuet ha yaouank adal 10 vloaz

            Sul 20 a viz Du da 1e45 g.k. – 8 €
            Mirout e blas : 02 98 99 66 58 / arree-randos.com
            Skol gozh Boneur
            Aozañ : ADDES

             

             

            Kaozeadenn vrezhoneg gant Pauline Kerscaven, eus Dour & Stêrioù

            Goude bezañ bet kazetennerez e Ouest-France ha dreist-holl e France Bleu Breizh Izel e-lec’h ma c’hinnige ar c’heleier hag ez ae war an dachenn da atersiñ ar Vretoned, Pauline Kerscaven he deus dibabet reiñ ur ster all d'he buhez labour. Deuet eo da vezañ karget eus ar c'hehentiñ hag eus an darempredoù gant an embregerezhioù e Dour ha Stêrioù Breizh. Ar gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh a stourm abaoe ouzhpenn 50 vloaz evit an dour. E-kreiz dalc’hoù a-bep seurt emañ an dour, hag e vo muioc’h-muiañ c'hoazh gant cheñchamant an hin. Penaos gwareziñ gwelloc’h an dour, an takadoù glep hag al liesseurted ? Klask a raio Pauline reiñ un toullad respontoù d’ar goulennoù-se !

            Lun 21 a viz Du da 8e30 noz – Digoust da vont e-barzh

            Ostaleri Le Tempo e Montroulez
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

             

            Stal-labour brezhoneg

            Meurzh 22 a viz Du eus 5e betek 6e30 d'abardaez
            Sal ar Patro e Taole
            Ditouroù : 02 98 67 17 42 pe 02 98 67 14 40

             

             

            Prezegenn Pierre-Marie Sarradin An abisoù : bec'h d'ar morioù don !

            Merc'her 23 a viz Du da 8e30 noz – Digoust da vont e-barzh
            E C'hoariva Bro Montroulez
            Aozañ : Théâtre du Pays de Morlaix & Espace des Sciences de Morlaix

             

             

            Ar brezhoneg evit ar re null

            Yaou 24 a viz Du da 6e
            Ostaleri Le Ty Coz e Montroulez – 5 € dre zen pe € dre familh
            Lakaat e anv, telefoniñ d'an niverenn-mañ 06 82 77 10 10
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

            Prezegenn Yann-Bêr Kemener - An anvioù-lec'h, un teñzor da wareziñ, ur glad da lodennañ

            Gant un diaporama divyezhek e tiskouezo Yann-Bêr Kemener, a zo o paouez embann ul levr-heñchañ en ti-embann Skol Vreizh, penaos eo bet aozet anvioù ar parrezioù, ar c'hêrioù, ar c'hêriadennoù hag ar parkeier gwezhall-gozh evit kompren anezho gwelloc'h hag implij anezho evit envel hentoù nevez. Dre an titouroù-mañ e c'hallo pep heni kompren gwelloc'h glad dizanvezel Breizh, anavezout donoc'h hor yezh, hor geografiezh hag hon istor gant ar pal treuzkas anezho d'ar rummadoù tud yaouank en amzer-da-zont. Komzet e vo ivez eus anvioù-lec'h bro Montroulez ha dediañset e vo al levr-heñchañ e dibenn an abadenn.

            Gwener 25 a viz Du da 6e – Digoust
            E ti Skol Vreizh e Montroulez
            Aozañ : Skol Vreizh

             

             

            11vet foar al levrioù evit ar re yaouank
            Dodenn : Ment natur

            Sadorn 26 ha sul 27 a viz Du – Digoust da vont e-barzh

            E sal ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez

            Aozañ : La Baie des Livres

             

             

            Marc'had Nedeleg Skol Vreizh
            Tre dirak un toulladig a skrivagnerien

            Sadorn 26 a viz Du eus 10e betek 5e g.k. – Digoust da vont e-barzh
            E ti Skol e Montroulez
            Aozañ : Skol Vreizh

                

             

            Donedigezh CD Mikak, Plac'h ar meurvor
            Merenn-vihan festus gant sonerezh

            Sul 27 a viz Du da 3e g.k. – Digoust
            Café associatif O P’ti Boneur e Boneur
            Aozañ : ADDES

             

             

            Sonadeg muzik Breizh Bombard, telenn hag ograou gant Louis & Marie Abgrall ha Philippe Guével

            Sul 27 a viz Du da 4e g.k. – Mont e-barzh diouzh c'hoant an dud
            Iliz Sant-Vazhe e Montroulez
            Aozañ : Paroisse Saint-Yves en Pays de Morlaix
                

             

            Artichoed ar Maharaja Abadenn margodennoù evit ar vugale

            Un abadenn margodennoù e brezhoneg penn-da-benn gant Strollad Kallag diwar ur gontadenn bobl deus Kambodj

            En ur vro pell-pell, ma oar al loened kaozeal ive, zo ur Maharaja lard ha lontek, dalc’hmat o klask meuzioù saourus nevez, un tigr pilpous d’e heul. Emañ e verc’h, ar briñsez Indra, o’n em chalañ d’he matezh Satya : he zad, un den pennadus, a zifenn dezhi mont e-maez ar palez. En em gavout a ra ur jardriner nevez, chik ha brav anezhañ, barrek war e vicher. Evel-just eo remerket diouzhtu gant ar briñsez… ha hi kemend-all gant al liorzher, kement-se gant bennozh an elefant sakr. Nebeud war-lerc’h, ar vizir, kentañ ministr ar Maharaja, a gav dre zegouezh ur c’hachedad legumaj dianav d’an holl, nemet marteze d’ur señj bihan farsus bennaket… ha d’ar jerdriner evel-just ! Deuet eo mare an elefant sakr, mestr war an dud ha war pep tra. Memes ar Maharaja n’hall ket dislâret anezhañ. Ken mat eo bet kavet al legumaj misterius-se gant ar Maharaja ken e c’houlenn kaout re all kousto pe gousto.
            Daoust petra eo al legumaj-se ? Ar jerdriner a oar : artichoed int.
            Deus pelec’h int deuet ? Pesort mod kaout re all ?
            Aze emañ an dalc’h !

            Meurzh 29 a viz Du da 10e ha da 2e g.k. – 3 €
            M.J.C Montroulez
            Aozañ : K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez

             

             

            Banne evit klozañ ar festival ha lidañ digoradur un hentad divyezhkek e Plouganoù !

            Merc'her 30 a viz Du da 6e – Digor d'an holl
            Skol gozh Plouganoù, ru Primel
            Aozañ : Ti-kêr Plouganoù & K.L.
            T. - Ti ar Vro Montroulez

          • TMD 2022-affiche.jpeg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 25/10/2022
      • Gouzout hiroc'h
        La Baie des Livres

        La Baie des Livres

        Addes - Arrée randos

        Addes - Arrée randos

        Dañs Treger

        Dañs Treger

        Théâtre du Pays de Morlaix

        Théâtre du Pays de Morlaix

        Hent Telenn Breizh

        Hent Telenn Breizh

        Le Roudour Pôle culturel

        Le Roudour Pôle culturel

        Marthe Vassallo

        Marthe Vassallo

        Annie Ebrel

        Annie Ebrel

        Skol Vreizh

        Skol Vreizh

Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
02 98 63 98 79 - 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam