An tañva eus ar brezhoneg er skolioù.
Diwar anv an teir bro a ya d’ober Penn-ar-Bed (Kerne – Leon – Treger) e teu K.L.T. Houmañ a gemer perzh er c’helenn brezhoneg hag a gas war-raok kultur Breizh war un dro.
Brezhoneg er skolioù e-lerc’h ma vez kelennet e galleg : evit peseurt ?
Ar brezhoneg a oa betek n’eus ket gwall belloù ar yezh a veze graet ganti bemdez gant hon tud, hon tud-kozh pe kement hini a oa o chom e Breizh-Izel.
Siwazh ez eo bet lakaet ar brezhoneg a-gostez abaoe hanterkant vloaz zo pe dost, gwashoc’h c’hoazh ankounac’haet.
Reiñ un tañva eus ar brezhoneg d’ar vugale : petra eo a-benn ar fin ?
Kustumiñ bugale ar skolioù d’ar brezhoneg eo hon labour. Dre ar c’hoari hag ar c’homz e vez kaset ar c’hentelioù da benn.
Dre ’n hent-se e c’hell ar vugale lavaret e brezhoneg ar pezh o deus desket, pep hini d’e dro pe an holl asambles, gant doareoù a bep seurt : kanaouennoù ar vro pe nevez, rimadelloù, pezhioù-c’hoari bihan, c’hoarioù, dañsoù Breizh ha broioù Kelt, margodennoù...
Digeriñ daoulagad ar vugale war ar brezhoneg : da betra servij ?
Gant ar pezh a ginnigomp hag ar vuhez tro-dro dezhe e c’hello ar vugale en em rentañ kont drezo o-unan ez eus eus ar brezhoneg e-barzh o buhez pemdez : panelloù henchañ en div yezh, anvioù familh hag anvioù lec’h, abadennoù er post-bihan pe vras...
Anavout talvoudegezh ar brezhoneg a-benn intent gwelloc’h hon c’hultur ?
Ar c’hentelioù er skolioù kinniget gant K.L.T n’int ket graet evit lakaat ar vugale da gomz brezhoneg da vat e dibenn ar c’hentañ derez. Reiñ c’hoant dezhe da vont pelloc’h gantañ dre o zommañ outañ, setu ar pezh a vezomp o klask ober...
Mont pelloc'h gant ar brezhoneg er skolioù !pdf - 194 Ko
Barregezhioù da dapoutpdf - 157 Ko
41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|