Krouet eo bet Bagad Sonerien Bro Montroulez e miz Genver 1980 gant sonerien gozh bagad Pleiber-Krist ha gant sikour tiez-kêr Montroulez, Sant Martin-war-ar-Maez ha Plourin-Montroulez.
Meur a wech e Breizh evit gouelioù bras, met ivez e Pariz hag e broioù estren (Bro Alamagn...), eo bet ar bagad o seniñ. Un arouez eus Bro Montroulez eo deuet ar bagad da vezañ.
Tapet en deus ar seizhvet plas e kenstrivadeg broadel bagadoù an eil rummad e 2013. An dra-mañ a ziskouez sklaer en deus ar bagad graet kalzig a araokadennoù abaoe un nebeut bloavezhioù.
Penn soner ar bagad eo Dorian Creignou, Amy Lefèvre zo e penn an dalabarderien hag Odin Creignou e penn an daboulerien.
![]() 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |