Ur strollad koroll ha sonerezh eo Bleuniadur, mont a ra da glask don en hengoun Breizh evit leurenniñ ene ar vro gant ur spered digor hag krouiñ.
Leun a skiant-prenet ha brudet-tre evit he youl arzel hag he startijenn, Bleuniadur a ginnig bep bloaz perzhioù gwirion eus sevenadur Breizh war al leurennoù brudetañ e Bro C’hall, Europa hag ar Stadoù Unanet.
Ur skipailh eus ar vro eo Bleuniadur, bet krouet e 1977 e Kastell-Paol, kerbenn istorel a vro Leon. Ar vro-mañ, lec’hiet e gwalarn Breizh, a oa bet poblet gant ar Gelted o tont eus Breizh Veur etre ar IVvet hag ar VIIvet kantvet.
17 ru Bariz 29600 MONTROULEZ06 82 77 10 10 - 02 98 63 98 79 klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e / 12e30 – 1e45 / 5e45 g.k. |
|
![]() |
![]() |
![]() |