Obererezhioù 2013/2014 e Landivizio : dañs ha muzik Breizh
Kentelioù dañs : bep gwener eus 8e30 betek 10e noz
Kaset da benn gant ur strollad dañserien.
Sal an Dañsoù hag an Arzoù eus an 20 a viz Gwengolo 2013 betek fin miz Genver 2014.
Sal Y. Quéguiner eus penn kentañ miz C'hwevrer betek fin miz Even 2014.
Koust evit ar bloavezh : 20 euro (e-barzh 5 euro emezelañ d'ar gevredigezh).
Mont e darempred : Gérard Duquesnoy 02 98 68 29 64
Kentelioù akordeoñs diatonek : bep gwener adalek an 20 a viz Gwengolo 2013
Kelenner : Paul Le Gall 06 32 70 85 46
Sal muzik, straed Mangin.
Eurioù : eus 2e g.l. betek 8e noz (Strolladoù 4 den evit un eurvezh kentel).
Koust evit ar bloavezh : 300 euro (da baeañ en 3 gwech a c'hell bezañ) + 5 euro emezelañ d'ar gevredigezh.
Koñkour farz-fourn ha fest-deiz
D'ar Sul 24 a viz Du 2013
Eus 2e30 g.l. betek 6e d'abardaez gant Domi ha Joël ha Sell 'ta piou
Sal an Dañsoù hag an Arzoù
2 euro evit mont e-barzh
Atalier krampouzh ha fest-deiz
D'ar Sul 02 a viz C'hwevrer 2014
Eus 3e g.l. betek 6e d'abardaez gant Domi ha Joël ha Sell 'ta piou
Sal Les Capucins
2 euro evit mont e-barzh
41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|