Ganet e Montroulez e 1992, Izold Guegan a zo bet desavet e brezhoneg gant he zad ha kaset d’ar skol Diwan. Aet eo hec'h unan da 17 vloaz da studiañ an egiptologiezh e Bro-Egipt a-raok tapout un aotregezh war an henoniezh e skol-veur Strasbourg hag ur Master war an henoniezh hag an egiptologiezh. Graet ganti un doktorelezh war an egiptologiezh etre skol-veur Abertawe (Bro-Gembre) ha skol-veur ar Sorbonne e Pariz.
Distroet da Vreizh goude he doktorelezh, tapet he deus un aotregezh war ar brezhoneg e skol-veur Roazhon hag emañ bremañ oc’h echuiñ un eil doktorelezh war ar brezhoneg. Sujet he enklask a zo ereadur ar brezhoneg : atersiñ a ra tud bet desavet e brezhoneg eus pep lec’h e Breizh ha pep rummad evit klask gouzout ma’z emañ ar yezh o cheñch ha penaos.
O chom e Karaez emañ ha labourat a ra a youl-vat evit kevredigezhioù Skol Diwan Karaez ha kevredigezh Apprenons la Bretagne – Deskomp Breizh, gant ar pal reiñ d’ar Vretoned da c’houzout o istor. Kenlabourat a ra ivez gant Rozenn Milin war al lec’hienn Istor https://www.histoiredelabretagne.bzh/le-projet-istor ha mont a ra d’ar skolioù divyezhek evit lakaat ar skolajidi d’ober anaoudegezh gant ar hieroglifoù ha sevenadur an Hen Egipt dre ar brezhoneg.
41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |