Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Kaozeadenn vrezhoneg gant Mael Jezequel

          • Merc'her 2 a viz Gouere 2025
            E ti K.L.T. er Manu
            8e30 noz
            Digoust
          •  

            Ganet eo Mael Jezequel e 1995 e Brest. Er gêr e veze kaozeet galleg ha brezhoneg setu lakaet eo bet en ur skol bublik divyezhek e Lanniliz. Meur a vicher en deus graet goude-se ha war ar memes-tro en deus graet studioù war ar brezhoneg e Skol-Veur Brest (UBO). Goude-se eo bet degemeret evit sevel un dezenn diwar-benn un atlas yezhoniezh (leñgwistik), ennañ 5 000 lec'h enklask etre Bro-Skos ha kreisteiz Bro-Spagn hed-ha-hed an aod. Bez e oa Mael e karg e Brest deus ar c'hentelioù tañva d'an enklask hag istor ar yezhoù keltiek, en aotreegezh hag e master. Kenlabouret en deus gant arkeologourien ha genetourien evit kas da benn e enklaskoù. Abaoe 2024 e labour e Ti ar Vro Bro-Leon.

            Dont a raio Mael Jezequel da gaozeal eus anvioù an tachennoù douar a vez kavet e-barzh ar c’hadastr kozh abaoe mare Napoleon, impalaer Bro-C’Hall e penn kentañ an XIXvet kandved. Er c’hadastr-se e kaver kartennoù, ment an tachennoù douar, anvioù ar berc'henned hag evit ar pezh a sell ouzh Breizh-Izel, anvioù ar parkeier e brezhoneg.  Diaes eo gouzout gant piv int bet skrivet ha disingal eo al labour transkrivañ. Daoust da-se, studiañ anvioù ar parkeier a c'hell harpañ al labour enklask graet gant an arkeologourien, an dud a labour war istor an natur hag an dud dedennet gant an doareoù da gaozeal war hir amzer.

            Krog eo Mael ha Ti ar Vro Bro-Leon gant ur raktres nevez : kinnig un datathon diwar-benn anvioù ar parkeier e Gwiseni. Bodet e vez tud a-youl vat evit bizskrivañ anvioù ul lodenn deus ar gumun ha sevel ur gartenn nevez. Ul labour a seurt-se a c'hell servijout d'an tiez-kêr, p'o dez ezhomm da reiñ anvioù da hentoù pe karterioù nevez.

          • Mael Jezequel.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 27/06/2025
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam