Maelc'hen Laviec (crédit photo. Alain Monot) Laëtitia Morvan
A orin eus Penn-ar-Bed, Laëtitia Morvan ha Maelc’hen Laviec a zo engouestlet abaoe meur a vloaz evit lakaat an traoù da vont war-raok evit an dud vouzar en departamant.
Laëtitia, bouzarez ha sinerez, ganet e Brest e 1980, he deus kresket e Landeda hag e Lanniliz en ur familh gleverien o deus desket Yezh ar Sinoù Bro C’hall (LSF) a-benn kehentiñ ganti. Skoliataet eo bet enframmet en un hentad dre gomz e Brest, e Sant-Brieg, e Roazhon ha goude-se e Naoned. Diplomet war an infografiezh, labouret he deus en Ifremer gant skipailhoù eus broadoù disheñvel.
Ganet eo Maelc’hen e Douarnenez e 1983 ha desavet eo bet e Bro ar C’hab. Abaoe ma’z eo bihan-bihan ec’h astenn he skouarn war-zu ar brezhoneg en-dro dezhi, dreist-holl gant he zud-kozh a zo o chom e Plourin-Montroulez. Goude bezañ tapet ur Vachelouriezh Lennegel C’hoariva he deus divizet deskiñ yezh ar sinoù ha kendalc’het he deus gant he stummadur arzel e-korf hec’h amzer studi war dachenn ar yezhoù. Un Aotreegezh war ar Brezhoneg-Yezhoù ha Sevenadurioù Keltiek he deus hag ur Master micherel war ar jubenniñ e LSF/galleg, hag abaoe ouzhpenn 15 vloaz e labour evel jubennourez.
Kemeret o deus perzh o-div e raktres ar C’henstroll Bouzared Penn-ar-Bed (2006-2020) evit krouiñ e 2010 ar servij LSF29 (jubenniñ ha skoazellañ ar vuhez sokial), asambles gant ar gevredigezh Don Bosco. Goude bezañ tapet un Aotreegezh vicherel war an hanterouriezh war dachenn ar yec’hed hag ar metoù sokial he deus Laëtitia labouret gant Maelc’hen er servij-se. Hiziv an deiz e kendalc’hont gant o raktresoù, pep hini a-zizalc’h, en ur mod klokaus.
Kinnig a ra Laëtitia atalieroù kizidikaat ouzh Bed ar Vouzared ha tañva da yezh ar sinoù, jubennet gant Maelc’hen (e brezhoneg a-wechoù) ha gant jubennourezed all emaint o paouez krouiñ ar skipailh « S’Pi ».
Arbennikaet eo Laëtitia ivez war an hanterouriezh sevenadurel evit sikour aozadurioù da ziorren o haezadusted (gouelioù, arvestoù, sinema...) dreist-holl gant Teatr Piba evit ar c’hrouidigezhioù teiryezhek (brezhoneg, LSF, galleg) « Hentoù Gwenn » ha « Bastard » pezh krouet gant Krismenn ma’z eo Maelc’hen komedianez asambles gant Thumette Léon, arzourez vouzar.
Ur roll a bouez bras o deus c’hoariet evit kas Gouel ar Filmoù Douarnenez war-raok gant ar programm « Bed ar Vouzared » a genlabouront evitañ abaoe m’eo bet krouet e 2009 ha betek hiziv. Rak e 2012 eo deuet Laëtitia da vezañ den-dave e-barzh ar skipailh aozañ ha Maelc’hen a zo bet karget da grouiñ ur skipailh jubennourezed a-vicher evit lakaat ar gouel da vezañ digor e yezh ar sinoù a-hed ar sizhun. Hiziv an deiz ez eo un darvoud dibar hag a vod bouzared ha kleverien, o sachañ tud eus pell, pelloc’h eget Breizh zoken !
Kavout a reoc'h anezho e teulfilm "Enez ar Vouzared – L’île aux Sourds" savet gant Mai Lincoln ha Soazig Daniellou : https://www.france.tv/documentaires/documentaires-societe/7687134-enez-ar-vouzared.html
41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |