Itronezed, Aotrounez
Bodañ a ra K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez ar c’hevredigezhioù a labour evit sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e bro Montroulez.
Rouedad ar Brezhoneg a zo ur strollad kevredigezhioù, a live Breizh, a labour evit diorren ar brezhoneg.
Dre ma 'z eo ar varregezh war ar yezhoù tiriadel ur varregezh rannet e framm gwirel ar Stad c'hall, eo karget an holl liveoù ensavadurel eus o diorroadur. Ha dre m'emaint an tostañ ar gwellañ d'ar geodedourien eo pouezus-kenañ roll ar c'humunioù evit lakaat ar yezhoù-se da vevañ war ar pemdez.
War ar renk emaoc’h evit an dilennadegoù ti-kêr a zeu. Fellout a ra deomp sachañ hoc’h evezh war ar brezhoneg. E-kreiz hor preder emañ an danvez-se, a zo e-kreiz ar gaoz ken ez eo hiziv an deiz, hag ho tivizoù, c’hwi hag a zo danvez dilennidi, o devo efedoù bras-bras er bloavezhioù a zeu.
Kinnig a reomp deoc’h respont d’ar c’houlennaoueg (amañ-kevret) war 5 tem hag 19 goulenn.
Keodedel ha treuzwelus eo an argerzh-se ha embann a raimp ho respontoù (pe ho chomlec'h respontoù) war hol lec'hiennoù : www.rouedad.bzh & www.klt.bzh.
Treuzkaset e vint d’hon izili ha d’ar c’hazetennoù a-raok an dilennadegoù, da bep keodedour da welet goude se.
Sur omp ez oc’h dedennet gant an sujed-se a sell ac’hanomp holl, hag ho pediñ a reomp, Itronezed, Aotrounez, da zegemer hor gwellañ soñjoù.
41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |