Evit fest-noz ar sadorn 23 a viz Mae
Hamon Martin Quintet

De l’équilibre, de la force, de la vie dans toute sa variété, sa vérité. Ça se danse et ça s’écoute. Une musique où corps et âmes se mêlent, s’engagent et engagent, où la lucidité est l’alliée de toutes les espérances, où le présent regorge de toutes les traces sans âge qui portent l’humanité réelle.
Mathieu Hamon : kan, Erwan Hamon : bombard, fleüt-treuz, Janick Martin : akordeoñs diatonek, Ronan Pellen : sistrenn, Erwan Volant : gitar-boud
Goïc - Suignard-Bouliou

Manon Goïc : kan/ Anna Suignard-Bouliou : kan
Nozicaä

Nozicaä a vod Sterenn Diridollou er c’han, Baptiste Barbier er fleüt a-dreuz ha Dorian Creignou er gitar.
An triad a vesk tonioù hengounel da zañsal ha tonioù nevez-krouet gante. Gant o doare sonerezh e klaskont mirout an energiezh a liamm an heson, an treant hag al luskad a-stroll a lak ar festoù-noz da dridal.
Anv ar strollad n'eo ket un degouezh, dont a ra eus film Miyazaki. Dre o zestennoù e kasont prederioù tost ouzh re ar film o sevel goulennoù diwar-benn hor c'heñver gant ar bed bev hag o furchal en temoù ekologel ha peoc'hgarour, a ro evel-se un dason a-vremañ d’an tonioù a vez sonet gante.
Baptiste Barbier : fleüt-treuz; Dorian Creignou : gitar klev; Sterenn Diridollou : kan
Georgelin - Barbier

Thierry Barbier : binioù / Lisa Georgelin : bombard
Evit fest ar vrezhonegerien yaouank ar sul 24 a viz Mae
Korollerien Montroulez
Bleuniadur

Au sein de Bleuniadur, la section adolescents est destinée aux jeunes de 10 à 15 ans désireux de perfectionner leur apprentissage des différentes danses de Haute et de Basse Bretagne, ainsi que de participer activement à l’élaboration de chorégraphies mettant en scène la tradition populaire bretonne.
Ar strollad Choukibenn a ginnig Heuliad ar Roue

Deuet eo Dédé Koad da vezañ Roue, met ar vuhez-se n’eo ket ken aes hag e seblante…ha buan e krog Dédé da vezañ skuizh gant e labour nevez. Divizout a ra mont da foetañ bro evit aveliñ e spered,hag adkavout e vignon kozh Jobig.
E barzh an istor-se, Dédé vo e-touez tud ar vro hag o c’hudennoù. Ret e vo dezhañ kaout menozioù fin ha speredek evit diskoulmañ an aferioù-se.
Gallout a rit adkavout en abadenn mañ : kanaouennoù, laeron, ur banjo, ur roñflez hag ur bern traoù digredus !
Klas dañs skolaj J. Ferry Sant-Martin-war-ar-Maez
EMEZI

EMEZI a zo ur strollad sonerezh gant Elise Desbordes (piano, kan) ha Perynn Bleunven (kan, binviji sko). E 2019 eo aet ar maout ganto e kenstrivadeg an Taol Lañs, ha lañset e mod-se o strollad. E-touez o levezonoù e kaver Beyoncé, Mayra Andrade, Doja Cat, Mahalia, ha kanerien pop, hip-hop ha R&B all a laka pouez war ar c'han, ar groove hag un identelezh pop kreñv.
O fladenn gentañ, "Tentadur", embannet e 2022, a zo un taol-arnod kentañ etre sonerezh elektroneg ha jazz. E 2025 e teu er-maez ar bladenn “30°” , 12 ton gant nerzh tomm ha lañsus, produet gant ar beatmaker Romain Jovion.
Goude bezañ sonet war leurennoù meur, o deus divizet krouiñ un abadenn evit lakaat war wel o fladenn nevez e 2026. Abaoe e grouidigezh en deus an daouad EMEZI sonet ouzhpenn 90 abadenn e Breizh.

41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |