Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Fest-deiz & fest-noz : 50 vloaz kan Jean-Pierre Quéré war leurennoù Breizh

          • Sadorn 13 a viz Kerzu 2025
            Fest-deiz adalek 4e g.k.
            Sal ar C'hoc'hu e Gwerliskin
            10 euro da vont e-barzh, hag 1 euro evit Diwan
          •  

             

            50 vloaz kan-ha-diskan Jean-Pierre Kere a vo aozet gant ar gevredigezh K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez e Gwerliskin, d'an 13 a viz Kerdu, e-barzh ar c'hoc'hu, evel-just ! Deus Bro-Dreger eo Jean-Pierre Quere, bet ganet e Gwerliskin e 1960. E 1973, e vreur Guy hag eñ o devoa graet anaoudegezh gant ar c'han brezhonek a-drugarez d'o daou dad-kozh, Emmanuel Quere ha Pierre Coquil, a gane gwech ha gwech all pa veze un digarez bennak. E 1975 e oant pignet war ul leurenn evit ar wech kentañ. An dañs-tro Kernev, gavotenn ar menez, oa an dañs tommañ d'o c'halon, met plin pe fisel a ganent a-wechoù ivez. E-pad 50 vloaz o deus redet ar festoù-noz e Breizh hag e lec'h all. Tamm ha tamm int deut da ganañ gavotenn nemetken pa ganont da lakaat an dud da zañsal.  Kanet o deus gant kalz a ganerien ha sonerien deus Breizh-Izel ha Breizh-Uhel e-kerzh festoù-noz, met ouzhpenn da se o deus graet anaoudegezh dre ar muzik gant tud deus lec'h all evit rannañ gante kultur o zamm bro. Gant kanerien deus Bearn ar strollad Los Pagailhos ha betek gant muzisianed rock evel Pat O'May, gant bagadoù (Kemper ha Brieg) o deus kemeret perzh en ur bern konkourioù hag arvestoù.

            Kemeret en deus perzh Jean-Pierre ivez en e-unan e meur a abadenn sonerezh savet gant Kelc'h keltiek Douarnenez. E 2004 en deus paouezet e vreur Guy da ganañ ingal, sete abaoe e kan an aliesañ gant Kristof ar Menn, met ivez gant Kristian Rivoalen pe Alan ar Gall, e genderv deus Gwerliskin, peotramant gant kanerezed pe kanerien all, diouzh ma vez, met atav Gavotenn ar menez. Engouestlet eo Jean-Pierre, abaoe ur pemzek vloaz bennak, er gevredigezh Dañs Tro e Poullaouen, ur gevredigezh a labour evit lakaat ar muiañ ar gwellañ a dud da anavezout muzik sonet, kanaouennoù ha dañsoù hengounel bro Poullaouen e Kreiz-Breizh ha treuzkas an hengounioù-se dre abadennoù a bep seurt a vez aozet e-pad ar bloaz. Bez eo ar prezidant abaoe 2022.

            Bep sizhun, abaoe 2016, e ro kentelioù kan-ha-diskan, e-touesk an abadennoù kultur Breizh kinniget gant ar gevredigezh K.L.T. - Ti ar Vro Montroulez. 

            Ne oa ket moaien da Jean-Pierre lidañ an darvoud-se e lec'h all estrevit e Gwerliskin. E koc'hu ar barrouz en deus kroget da ganañ hag eno eo e vo dalc'het ar gouel d'ar sadorn 13 a viz Kerdu adalek 4e goude kreisteiz.

             

          • 2. Affiche JP QUERE.jpg
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam