Ganet eo Gweltaz Duval-Guennoc e Roazhon ha bevet en deus e yaouankiz etre Bro-Leon hag ar C'hreiz-Breizh, bet desket brezhoneg gant e gerent hag er skolioù Diwan betek al lise e Karaez.
Entanet eo gant ar stlenneg abaoe e vugaleaj, ha daoust da vezañ studiet an dachenn-se er Skol-Veur eo bet da gentañ da labourat evel bravigour e Pariz. Distroet eo da Vreizh ha d'ar stlenneg 8 vloaz war-lerc'h.
Emañ bremañ Gweltaz o chom e-kichen Karaez, e-lec'h m'emañ o vuheziñ atalieroù war ar programmiñ e lise Diwan hag e Kemper gant ar gevredigezh "Les Portes Logiques". Abaoe 5 bloaz emañ o labourat war naouegezh ar vouezh e brezhoneg, war e amzer-dudi da gentañ ha gant ar gevredigezh Dizale abaoe warlene. Emaint o tiorren Anaouder, ur meziant evit sikour d'an treuzskrivañ ha d'an istitlañ.
Ar gaoz gant Gweltaz a vo lakaat war an naouegezh artifisiel (an IA) dre vras : perak hag evit peseurt ?
![]() 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|
![]() |
![]() |
![]() |