Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Mizvezh ar brezhoneg

          • Bro Montroulez
            Pa teu da vuhez da vezañ pinvidikoc'h gant ar brezhoneg !
            Abadennoù e-leizh e brezhoneg penn-da-benn !
          •  

            Miz Meurzh, mizvezh ar brezhoneg !

             

            Meurzh 3

            Brezhoneg e Taole, atalier komz
            E sal ar Patro e Taole – 5e g.k.
            Gouzout hiroc’h : 06 84 75 80 04

             

            Yaou 5

            Klakenniñ : emgav etre brezhonegerien ha tud o teskiñ
            E ostaleri an Ty Coz e Montroulez adalek 6e d’abardaez
            Gouzout hiroc’h : 06 82 77 10 10

             

            Gwener 6

            Brezhoneg e Pleiber

            E sal Louise Michel er Porzh Ruz e Pleiber-Krist

            Eus 2e30 betek 4e30 g.k.

            Gouzout hiroc'h : 06 95 64 18 76

             

            Gwener 6

            Dorioù digor skolaj Tanguy Prigent e Sant-Martin-war-ar-maez

            Eus 4e45 g.k. betek 7e noz
            Degemer bugale CM2 hag o familhoù, bizitañ ar skolaj, komz gant skipailh ar c’helenn ha tud ar c’hoskor

             

            Sadorn 7

            Dorioù digor skol ar Boan Benn e Montroulez
            Eus 10e30 betek 12e30
            Bizitañ ar skol gant ar skolaerien ha tud ar vugale, prest ma ‘z int da respont d’ho koulennoù

             

            Merc’her 11

            Atalier chokolad Grain de Sail


            10e15  e chokoladerezh Grain de Sail, kroashent-tro Ar Werc’hez Du
            12 € dre zen, 7,5 € evit bugale 5-7 vloaz
            Lakaat e anv : visites-morlaix@graindesail.com  

             

            Merc’her 11

            Kafe brezhoneg
            2e30 g.k. e sal Marie Jacq e Henvig
            Titouroù : 06 63 77 53 98

             

            Merc’her 11

            Bodad lenn gant Paskal an Intañv evit e levr Udora pe afer an ed-du


            6e d’abardez e sal Louise Michel er Porzh Ruz e Pleiber-Krist
            Gouzout hiroc’h : 06 67 03 38 16

             

            Merc’her 11

            Kaozeadenn vrezhoneg gant Izold Guegan

            Ganet e Montroulez e 1992, Izold Guegan a zo bet desavet e brezhoneg gant he zad ha kaset d’ar skol Diwan. Aet eo hec'h unan da 17 vloaz da studiañ an egiptologiezh e Bro-Egipt a-raok tapout un aotregezh war an henoniezh e skol-veur Strasbourg hag ur Master war an henoniezh hag an egiptologiezh. Graet ganti un doktorelezh war an egiptologiezh etre skol-veur Abertawe (Bro-Gembre) ha skol-veur ar Sorbonne e Pariz. 

            Distroet da Vreizh goude he doktorelezh, tapet he deus un aotregezh war ar brezhoneg e skol-veur Roazhon hag emañ bremañ oc’h echuiñ un eil doktorelezh war ar brezhoneg. Sujet he enklask a zo ereadur ar brezhoneg : atersiñ a ra tud bet desavet e brezhoneg eus pep lec’h e Breizh ha pep rummad evit klask gouzout ma’z emañ ar yezh o cheñch ha penaos. 

            O chom e Karaez emañ ha labourat a ra a youl-vat evit kevredigezhioù Skol Diwan Karaez ha kevredigezh Apprenons la Bretagne – Deskomp Breizh, gant ar pal reiñ d’ar Vretoned da c’houzout o istor. Kenlabourat a ra ivez gant Rozenn Milin war al lec’hienn Istor ha mont a ra d’ar skolioù divyezhek evit lakaat ar skolajidi d’ober anaoudegezh gant ar hieroglifoù ha sevenadur an Hen Egipt dre ar brezhoneg.

            E ostaleri an Tempo e Montroulez
            8e30 noz

             

             

            Gwener 13

            Kafe brezhoneg

            Ostaleri ar Marc'h gwenn e Plourin-Montroulez

            Da 4e g.k.

            Gouzout hiroc'h : 06 64 59 50 17

             

            Gwener 13 

            La langue des crêpes, théâtre en breton et en français
            8e30 noz e sal Le Vallon e Landivizio
            6, 13 ou 16 €

            C’est comme s’il avait sauté une génération, le breton. À un moment, les grands-parents ont cessé de transmettre cette langue à leurs enfants, sans même en prendre conscience, comme si la question linguistique était un sujet sensible ou pire, comme s’il y avait un « à quoi bon ? » se réapproprier une langue associée à un repli sur soi.
            À travers La langue des crêpes, Jean-Philippe Davodeau - dont on adore l’écriture depuis Temps Mort - cherche à comprendre ceux qui se sont détournés de leur langue et ceux qui au contraire en sont restés proches.
            Il s’intéresse à ce que l’on nomme en sociologie la "glottophobie", c’est-à-dire les discriminations faites aux langues minoritaires et s’interroge sur l’affaiblissement de nos imaginaires et de nos façons de dire nos sentiments face à une perte collective et intergénérationnelle.
            Une succession de tableaux portés par des artistes bretonnants (Jean-Philippe Davodeau, Bob Simon, Jean-Pierre Quéré), qui vont d’une interview fictive de Pierre Bourdieu à un karaoké décalé en breton, permet une expérience immersive de réappropriation ludique de la langue bretonne. Une invitation sous forme de cabaret populaire (ça vous dit une petite krampouezhenn ?)

             

            Sadorn 14

            Atalier chokolad Grain de Sail


            10e15 e chokoladerezh Grain de Sail, kroashent-tro Ar Werc’hez Du
            12 € dre zen, 7,5 € evit bugale 5-7 vloaz
            Lakaat e anv : visites-morlaix@graindesail.com 

             

             

            Sadorn 14

            Sonadeg EMEZI

            Da 8e30 noz e sal liesimplij Gwinevez

            Abadenn digeriñ : Bergot - Le Roy (kan-ha-diskan)

            15 €, 7 € evit ar re 12-18 vloaz

            Mont e darempred : 06 18 43 73 82

             

            Sul 15

            Deomp d’ober anaoudegezh gant laboused-mor Bae Montroulez


            1e – 4e g.k. Emgav e porzh an Treizh – Deuit gant ho pik-nik
            5 € adalek 12 vloaz
            Titouroù hag enskrivadurioù : 02 98 67 51 54 / 06 15 06 82 08

             

            Lun 16

            Tresadennoù-bev evit bugale skolioù-mamm & kentañ derez ar vro
            9e45 e sinema La Salamandre e Montroulez


            * Ar briñsez hag an eostig evit bugale ar skolioù-mamm
            * Ernest & Célestine evit bugale ar c’hentañ derez

             

            Lun 16

            Mintinvezh skrabell e brezhoneg

            10e - MAJ, ru Eugène Pottier e Montroulez

            Gouzout hiroc'h : 06 58 36 29 09

             

            Meurzh 17

            Tresadennoù-bev evit bugale skolioù-mamm & kentañ derez ar vro
            9e45 e sinema La Salamandre e Montroulez
            * Ar briñsez hag an eostig evit bugale ar skolioù-mamm
            * Ernest & Celestine, ur veaj da vro Charabia evit bugale ar c’hentañ derez

             

            Meurzh 17

            Brezhoneg e Taole, atalier komz
            E sal ar Patro e Taole – 5e g.k.
            Gouzout hiroc’h : 06 84 75 80 04

             

            Merc’her 18

            Atalier chokolad Grain de Sail
            2e45 g.k. e chokoladerezh Grain de Sail, kroashent-tro Ar Werc’hez Du
            12 € dre zen, 7,5 € evit bugale 5-7 vloaz
            Lakaat e anv : visites-morlaix@graindesail.com 

             

            Yaou 19

            Tresadennoù-bev evit bugale skolioù-mamm & kentañ derez ar vro
            9e45 e sinema La Salamandre e Montroulez
            * Ar briñsez hag an eostig evit bugale ar skolioù-mamm
            * Ernest & Célestine evit bugale ar c’hentañ derez

             

            Yaou 19

            Emgav brezhonegerien


            7e noz e stal Café e Plouneour-Menez
            Titouroù : 07 61 72 26 13

             

             

            Gwener 20

            Brezhoneg e Pleiber

            E sal Louise Michel er Porzh Ruz e Pleiber-Krist

            Eus 2e30 betek 4e30 g.k.

            Gouzout hiroc'h : 06 95 64 18 76

             

            Sadorn 21

            Staj war an treiñ gant Kristian Braz


            9e30 – 5e g.k. e ti K.L.T. - Skol Vreizh er Manu e Montroulez
            30 € an devezh
            Lakaat e anv : krisbraz@icloud.com / 07 69 75 46 75

            E fin miz Du 2025 e oa bet aozet un devezh staj war an treiñ e St Martin. Gant ar gerioù-stur War ar prim, liesseurt hag a-stroll. War ar prim, afer pakañ buan stil ha ton un destenn verr ; liesseurt, peadra da dañva a bep seurt skridoù, ha mont a-zevri ganti ; hag a-stroll, rak asambles, dre an eskemmoù hag ar c'henskoazell, e tesker ar gwellañ – stajiad koulz hag ambrouger.

            Dre vras e vo kaset en-dro er memes mod, war-bouez un nebeud kemmoù, diwar kinnigoù graet din : klasket e vo c'hoari un tammig muioc'h gant ar varzhoniezh ha gant pennadoù kazetennerezh.
            (Kaset e vo div destenn (verr) d'an dud, d'ar re a fello dezho pleustriñ un tamm en a-raok.) 

            Digor eo ar staj da gement hini propik e/he live brezhoneg, ha dreist-holl dedennet gant al langaj dre vras hag ar mont-ha-dont etre ar yezhoù. Degemeret e vo betek 10 stajiad.

             

            Sadorn 21

            Kregin ha kresteneged, sekredoù an izel-vor


            12e30 – 3e30 g.k. Emgav e parlec’h Barnenez
            5 € adalek 12 vloaz
            Titouroù hag enskrivadurioù : 02 98 67 51 54 / 06 15 06 82 08

             

            Meurzh 24

            Atalier komz ha lenn
            2e g.k. e sal amzer vad e Plouigno
            Titouroù : strollad brezhoneg e Plouigno / 06 84 24 92 05

             

            Merc’her 25
            Istorioù leun ar penn !
            Lennadennoù evit bugale adalek 3 bloaz
            4e30 g.k. e stal-levrioù Dialogues er SEW
            Titouroù ha lakaat e anv : 06 80 06 72 13

             

            Merc’her 25

            Brezhoneg e Plouganoù, atalier brezhoneg
            6e d’abardaez e ti ar mor e Plouganoù
            Titouroù : 06 51 17 10 26

             

            Sadorn 28

            Stal skrivañ an Nevez-Amzer evit ar merc’hed, gant Klariz Bailleul

            Engravadur Solen Le Souef

            A’i eo an nevez-amzer, poent bras eo bleuniañ ! Gwellañ koulzad evit c’hoari gant ar gerioù ha gant ar yezhoù. Poelladennoù a vo kinniget deoc’h a-benn lakaat ac’hanoc’h da skrivañ, gant madelezh hag ur spered digor. Pa vefe testennoù gwregelour pe stourm, barzhonegoù, testenioù, haïkoù, mouezhioù ar merc'hed a rank bezañ klevet. Digor eo ar stal skrivañ d’an holl merc’hed, n’eus forzh peseurt live yezh a vo gante. 

            E stal-levrioù Les Déferlantes e Montroulez, eus 4e betek 6e.
            Priz : 20€ / 12€ priz kengred

             

             

             

            Sadorn 28

            Staj Taichi lusket gant Erwan Cloarec
            2e – 4e g.k. e ti K.L.T. - Skol Vreizh 
            10 €
            Lakaat e anv : klt@wanadoo.fr / 06 82 77 10 10

            Un arz emgann kozh o tont eus Bro Sina eo an Taichi (Taijiquan). Desket e vez selaou hag ober diouzh jestroù an enebour. Desket e vez ivez bezañ emskiant eus e zoare d'en em zerc'hel, da analiñ, ha da ober gant an nebeutañ posubl a nerzh gros. Hiziv an deiz eo ivez un doare da zistanañ, da bezañ aketusoc'h ouzh luskoù diabarzh ar c'horf hag ar spered. 

            An abadenn Taiji-se a zo digor d'an holl. Desket e vo diazezoù arz an Taijiquan, hag ar filosofiezh 'a zo liammet outañ.

             

            Gwener 3 a viz Ebrel

            Brezhoneg e Pleiber

            E sal Louise Michel er Porzh Ruz e Pleiber-Krist

            Eus 2e30 betek 4e30 g.k.

            Gouzout hiroc'h : 06 95 64 18 76

          • MD Mizvezh Ar Brezhoneg 2026 alle ge e.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 23/02/2026
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam