Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Teatr brezhoneg - Blaz an douar gant Strollad Ar Vro Bagan

          • Sul 15 a viz Du 2026
            Pol sevenadurel ar Roudour e Sant-Martin-war-ar-Maez
            4e g.k.
          • Savet eo bet Blaz an Douar en enor d’ar beizanted vreizhat o deus kaset al labour-douar war-raok abaoe ar bloavezhioù 40.

            Ur c’hazetenner a zo oc’h ober ur studiadenn diwar-benn istor al labour-douar e Breizh. Da gavout Mari eo deuet, ur beizantez hag he deus bevet an istor-se. Kontañ ra d’ar c’hazetenner petra eo bet he buhez, hini he zud hag he zud-kozh, ha bremañ hini he bugale.

             

             

            Prenañ e vilhed

            * Dre Helloasso amañ dindan

            * War al lec'h, sal ar Roudour, devezh an abadenn

            * E Ti ar Vro, 17 ru Bariz, betek ar gwener 13 a viz Du

            * Lec'hiadur frank

          • 15.11.26 - 1 Ar Vro BaganBIHAN.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 23/10/2026
      • En savoir Plus
        Acheter son billet

        Acheter son billet

Logo KLT17 ru Bariz 29600 MONTROULEZ
06 82 77 10 10 - 02 98 63 98 79
klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e / 12e30 – 1e45 / 5e45 g.k.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam