Ur c'hevredad kevredigezhioù eo K.L.T. da gentañ penn gant ar soñj kas war-raok yezh ha kultur Breizh e bro Montroulez. Ditouriñ a reomp ivez, par mar c'hellomp, an holl re a faot dezhe gouzout hiroc'h diwar-benn ar pezh a vez graet er vro hag e Breizh a-bezh.
          • Degouezh ar Redadeg 2024 e Montroulez : traoù mat da c'houzout !

          • Traoù mat da c'houzout a-raok dont da Vontroulez
            Sadorn 25 a viz Mae
          •  

            Degouezh ar REDADEG e Montroulez d'ar sadorn 25 a viz Mae

             

            Ar Redadeg, o tont eus Kastell-Paol dre Garanteg ha Lokenole, a erruo e Montroulez e-tro 2e goude kreisteiz, el lec'h m'emañ ar porzh hag al labouradeg butun kozh (ar Manu).  Goude se e krogo gant div dro hanter etre Kêr ar Meurbont ha St-Martin-war-Maez, evit tremen dirak an holl skolioù Diwan ha divyezhek publik. E-tro 4e goude kreisteiz ec'h erruo evit mat war ar blasenn Charles de Gaulle, e kreizig-kêr Montroulez. Ur bern abadennoù zo da vezañ eno a-raok an degouezh kenkoulz ha war-lerc'h. Da 6e30 d'an abardaez e vo ret dilojañ ha kas ar gouel etrezek ar Manu, ambrouget gant Bagad Montroulez, ar fanfar Hej da Ru ha Ramzezed Kenleur, ha neuze e krogo un hir a nozvezh leun a abadennoù dudius (Gw. ar programm).

             

            TRAOÙ  MAT DA C'HOUZOUT A-RAOK DONT DA VONTROULEZ !

            • Dont-mont gant un oto, parkañ e oto a vo difennet en ul lodenn vras eus kreiskêr Montroulez hag en-dro d'ar Manu etre 2e goude kreisteiz hag 8e noz, ha betek an deiz war-lerc'h beure zoken evit kae Leon a-hed porzh Montroulez.

            • Miret e vo parkvaoù ar porzh ha Montroulez Kumuniezh evit an dud a-youl-vat, an arzourien hag ar c'hevredigezhioù a laka ar gouel da vevañ.

            • Ur parkva evit mann a vo e Tachenn Diskouezadegoù Langolvazh.

            • Busoù evit mann a vo o tont hag o vont ingal etre Langolvazh ha kreiskêr Montroulez, war an deiz ha diouzh an noz, betek 3e40 beure d'ar sul 26/05 evit an dachenn-gampiñ.

            • Aozioù surentez strik-kenañ a rankomp heuliañ abalamour d'ar steuñv Vigipirate Gwalldaolioù. Tud a-vicher a silo an antreoù evit mont er Manu evit bezañ sur e vo doujet d'ar jaoj aotreet er Porzh a Enor. Ar gwir o devo, da skouer, da sellet en ho seier hag hoc'h aferioù. Setu ma vo goulennet ganeoc'h kaout pasianted, gant sikour son ar biniaioù hag ar bombardoù, pa vo ar poent da vont da lec'h an arvestoù, dreist-holl war-dro 7e d'abardaez. Goude se e tlefe mont kalz aesoc'h ha plaenoc'h an traoù.

            • E-barzh ar Manu, ouzhpenn d'ar sonadegoù a vo er SEW hag ar fest-noz bras war plañchod er Porzh a Enor, e kavfet ivez ul lec'h evit debriñ hag un ostaleri*, ur vilajenn gevredigezhel, post ar Gwarez Sivil, privezioù, un toullad kamionoù-boued. Ur stand-titouriñ a vo ivez, e-lec'h ma kavfet tud da zisplegañ deoc'h mont en-dro ar gouel, an tachennoù-kampiñ, respont d'ar goulennoù a bep seurt a vefe ganeoc'h.

            • Evit echuiñ : un dachenn-gampiñ evit mann hag « a-c'hiz-kozh » a vo e stad Keranrouz evit an noz etre ar 25 hag ar 26 a viz Mae nemetken. 200 den d'ar muiañ a c'hallo kampiñ eno. Ret eo lakaat e anv en a-raok war lec'hienn ar Redadeg.  Ne vo degemeret nemet teltennoù. Tud a-youl-vat a vo o tegemer ar gamperien etre 2e goude kreisteiz hag 8e noz hag a roio dezhe ur braseled ruz dre bep den. Abalamour d'ar gamperien da vezañ didrubuilh e vo tud a-vicher oc'h ober war-dro ar surentez war al lec'h.

            * Ne vo ket servijet alkol ken en ostaleri adalek 1e beure (diferad-kêr)

             

             

          • Capture-Bon-a-savoir-Clavier-350x250.jpg
      • Embannet gant ar gevredigezh K.L.T.
      • 26/04/2024
Logo KLT41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ
06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr
Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener
9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l.
 
Adkavit K.L.T. war Icon twitter Icon facebook Icon Instagram   Koumanantiñ d'al lizher-kelaouiñ
Région Bretagne Communauté de communes de Morlaix

 

 
Lakaet da dreiñ gant diasite
Savet gant Diateam