KAMPIÑ e MONTROULEZ D'AN NOZ GOUDE DEGOUEZH AR REDADEG
Da-geñver degouezh ar Redadeg d'ar 25 a viz Mae 2024 e Montroulez e kinnig KLT - Ti ar Vro Montroulez d'ar re a gemer perzh staliañ o zeltenn, ma fell dezhe, war un dachenn a servijo da dachenn-gampiñ evit an noz etre ar 25 hag ar 26 a viz Mae nemetken. Tachenn sport stad Keranrouz an hini zo kinniget, nepell diouzh ar blasenn Charles de Gaulle hag ar Manu, e-lec'h ma vo gouelioù ar Redadeg.
N'eo ket ur c'hamping 5 steredenn a gavfet eno, un dachenn rugby eo, gant gwiskvaoù ha privezioù. Kuit a goadaj kaer ha prisius, kentoc'h e vo a-c'hiz-kozh. Lâret eo an traoù !
Doareoù :
• Panelloù en kêr a ziskouezo deoc'h penaos mont d'an dachenn-gampiñ
• 200 den d'ar muiañ-tout a c'hallo kampiñ eno
• Evit mann eo
• Ne vo degemeret ar gamperien nemet d'ar sadorn etre 2e goude kreisteiz hag 8e noz ; war-lerc'h 8e noz ne vo degemeret den ebet ken
• Tud a-youl-vat a vo eno ouzh ho tegemer, gwiriañ oc'h enskrivet, reiñ deoc'h ur braseled dre bep den ha diskouez deoc'h pelec'h plantañ ho teltenn
• Ur parkva zo war-blas evit laoskel hoc'h oto, kar difennet e vo mont gant otoioù dre-holl tro-dro d'ar Manu
• Ur minibus a vo o tont hag o vont ingal etre ar Manu hag ar c'hamping e fin an nozvezh
• Tud a vicher a raio war-dro ar surentez adalek 8e d'ar sadorn da noz betek an deiz war-lerc'h ar beure evit diwall ho madoù (deoc'h da daoler pled memes tra chom hep
laoskel traoù a briz en ho teltennoù)
• Ret e vo kuitaat al lec'h d'ar sul a-raok 11e beure. Tud a-youl-vat a vo war-blas hag a raio diouzh se.
Goulenn a reomp gant an holl gamperien reiñ o ger ne refont ket gant produioù enep-lezenn, e chomfont hep evañ alkol en dachenn-gampiñ, e toujfont da anterinded al lec'h, ne refont na brasero, na barbecue na tan e mod ebet hag e toujfont da sioulder an dud all… Ouzhpenn da se e tisklêriont bezañ prest da sikour evit naetaat al lec'h a-raok mont kuit, er-maez koulz hag er gwiskvaoù ha privezioù.
Evit lakaat e anv n'eus nemet leuniañ ar furmskrid a-espres d'ober (amañ dindan pe amañ : https://forms.gle/VyScMEurnypZTGsw5). Kentañ enskrivet, kentañ servijet (200 den d'ar muiañ!). Sete arabat gortoz ar poent diwezhañ.
41 Kae Leon 29600 MONTROULEZ 06 82 77 10 10 - klt@wanadoo.fr Digor e vez ar burev eus al Lun betek ar Gwener 9e15 / 12e15 – 1e45 / 5e45 g.l. |
|